Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

mantret-krenn, e chomas eno eur pennadig, digor bras e c’henou ha difronket e zaoulagad. Ne chomas ket re bell koulskoude, rak ne grede na trei na distrei e tu ebet, na finval na flach an distera ; a-boan m’o doa e zivesker nerz a-walc’h da zerc’hel anezan en e zav.

Ma n’en defe ket gwelet kement a dud ha ma oa eno war-dro al loened kaer-ze, me ’gred a-walc’h, neuze e vije pignet an derzienn-grenerez war chouk Gwennole hag e vije tec’het heman kuit ac’hano gant eur c’horfad spont ! Met nann ! Kaer o doa ar ronsed gwinkal ha dispac’ha, kaer o doa ar mammou-kezeg gervel d’o c’haout ebeulien hag ebeulezed, ken na dregerne al leur-gear gant o moueziou, an dud ne spontent ket evit-se, hag ar varc’hadourien ne gollent ket nebeutoc’h a amzer o varc’hata hag o c’hlabousat. N’eus forz, petra bennak ma wele ar re all o vont hag o tont dizaon dre eno, Gwennole Mellfaout ne oa ket dinec’h na dispont kennebeut.

— Peadra, emezan, am eus gwelet ar c’hezeg evel-se. Ma tistagfe unan bennak eus ar re-ze, nag a dud a vefe breset, glazet, lazet marteze ; rak na buan e tigouez droug !… Deomp ac’han, tost da ziv heur heol eo, a gredan… Koulskoude me ’garfe beza gellet prena eur marc’h bihan da gas ganin d’an Enez Sizun !… Sell ! Aze bara o werza. Naon-du a zo deut d’in o chaokat goullo abaoe ar mintin-man !

Hag e prenas eun tamm bara-lakez hag eun daou wennegadig silzig-kamm da zibri gantan…

En eur vont penn-da-benn gant ar ruiou, e tigouezas dirag an iliz-veur.

— Feiz d’am Doue ! eme ar C'haper, setu aze eur chapel