Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ha Kolaïg kemer ar brava ha staga anezan gant eur pennig kordenn en dro da c’houzoug e c’haor.

— Pegementad tra eo ar c’hloc’h, marichal ?

— Ma feiz, n’eo nemet pevar real, Kaper, pegwir c’houi eo, rak kredi a ran, eun tammig meiz, eun tammig anaoudegez am eus ouzoc’h.

— Pevar real, eun tamm kloc’h evel-se ! N'eo ket evit netra !

Met Kolaïg a bae, koulskoude, hep kredi dizerra e rann. N’eus forz, sonjal a ra ennan e-unan :

— Arabad d’in beza paket gant laer ebet ! N’emaoun ket ganti, em eus aon, o rei pevar real evit eun ourouler, eur c’hloc’hig. Ha c’hoaz, c’hoaz, ma teufe ar c’haor he bronnou da ehana bera !

Hag hen distrei da zellet ouz e c’haor.

— Mat ! emezan, gwir e rank beza ar pez en deus lavaret d’in kantonier Beuzek ; va Bouchig ne goll mui berad leaz !… Deomp breman da brena eun tamm butun hag eur c’horn nevez !

Great e dro gantan e ti ar butun, setu Kolaïg adarre war hent Pouldahud, e zaou loen d’e heul. Pa dremen dirak ti-skol ar baotred, ar re-man, — o c’hoari emaint c’hoaz, daoust d’an heur beza sonet pell zo, — ar vugale ’ta a zav o fenn, o klevout son skiltr ar c’hloc’hig :

— Sell ’ta ! Eur C'haper o vont da foar Bouldahud, eur marc’h hag eur bida gantan !

Kolaïg n’ema ket an distera war o sonj, kement a brez a zo warnan breman o klask dibri krampoez ; n’eo ket hep poan avat, rak e zaou loen eo red d’ezan ivez bleina. Pa n’eo ket