dalc’het sonj gwelloc’h : Kernez-Vihan ez eo hanvet. Kolaïg Dorndu eo e zouar hag e gear d’ezan.
Pa oa c’hoaz paotr yaouank, e laboure da zabatui betek re emichans. « Evit ar wech, em eus klevet lavaret, an hini a zistag re a daoliou marr, en eur staga gant e lodenn, pa vez devez bras terri-terien, hennez a gouez war e benn a-drenv, hep gallout dont a-benn eus e lodenn-varr. » Setu ar pez a zo deut da wir evit Kolaïg, rak abaoe m’eo dimezet da Janig ar Gapen, ne fell ket d’ezan a-grenn kregi e benveg ebet, nemet en e skourjez.
Nemet en e skourjez, a lavaran, ha penaos kemend-all ?
— Betek-hen, eme Kolaïg d’e wreg eur zulvez, betek-hen n’oun bet nemet eur genaoueg, nemet eul leue, met eurus eo d’in ne chomer ket leue evit atao, dalc’hmat ; selaou ac’hanon. Ar mestr-skol, — ar vistri-skol a vreman, gouzout a rez mat, a zo gwall-zesket ; n’eo ket azened eo ez int evel re gwechall ha ne oant mat nemet da ober katekiz, — en deus lavaret d’in, hirio goude an oferenn, pa ’z oun bet o paea eur banne d’ezan, n’ez eus nemet koll o labourat an douar ; ha piou a dle gouzout an dra-ze gwelloc’h eget ar mestr-skol ? Ober a rin hiviziken ar pez en deus va aliet da ober : fiziout va douar en eur merour, ha mont da varc’hadour kezeg.
— Oh ! diwall mat, mignon Kolaïg, diouz aliou ar vistri-skol ! eme Janig ar Gapen d’he gwaz.
— Evit gant mestr-skol hor parrez eo deut ar wirionez, p’en deus lavaret d’in ne oa dre ar C'hap, war ar meaz, den ebet a gement a gomzfe galleg kouls ha me, Kolaïg Dorndu ! Ha perak neuze, pegwir ec’h ouzoun ar galleg, ne vijen ket