— … A c’hellont renta, al loenedigou paour-ze ? Met n’ouzoc’h ket ’ta eo ar re-ze gwasa enebourien ar c’hellien, ya da !…
— Enebourien ar c’hellien ?
— Ya, elec’h ma ’z eus anezo, n’ez eus ket a gellien.
— Ma ! Ma !… Neuze ne vefe ket fall d’in kaout ar ouenn anezo, kement a gellien a vez duman, petra lavarit ?
— Ni a welo abenn an torrajou kenta.
— Boulc’hurun ! Me n’oun eme Mazo, bet morse o c’houlenn gouenn pugnez ha pladet oun koulskoude…
— Pladet penôs ?
— Digor da doullou-selaou. — Gouzout a rez ez eus ennon danvez mat eur vazvalan, ya ? Ne oan biskoaz, evit c’hoaz, chommet berr da lakat ober skoulmou. — Hag en dro-man, kerz da c’hwitellat kioc’hed da Goad-Yun : kollet brud ar vazvalan, hag eur c’hant-lurig bennak eat a gostez. Pladet va yalc’h hag he ferc’henn…
— ? ? ?
— Ya, e ti ar barver eo em eus klevet ar stal ; gouzout a rez, pe na rez, e oan, abaoue eur pennad brao, o furika evit klask dimezi pennherez Kolaz Krabenn diouz Kerzec’h gant unan eus pinvidika potred yaouank ar barrez.
— Dimezi yalc’h gant yalc’h.
— N’eo ket falloc’h. — Ma ! eman ar stal en dour ; pe mar kavez gwelloc’h, torret ar chadenn ha kouezet ar zailh war e benn er puns, dres pa oa pignet da rez ar vardell. — Eun darvoud skrijus, pôtr paour…
— Eun darvoud ?…
— Gwasoc’h eget skrijus : skarzet e yalc’h da Golaz Krabenri…
— An touseg koz, petra rayo neuze ? — Met penôs ?
— Kolaz en doa great e guziaden etouez ar gwiniz en eun arc’h koz : piou a vije bet eno da glask ? Ha neuze peurliesa ne vije nemet an hini koz wardro an ed. Ya, peurliesa : met, an abardaevez all, pa deuas Job ar Gwenn da gerc’hat an arreval, ne oa nemet ar plac’h en ti ; hag ar plac’h eo a gargas ar zac’h d’ar miliner diouz arc’h ar guziaden ; ha tiz oa warni, rak yod koan a oa ganti war an tan. Den na ouezas netra dustu ; Kolaz n’en em jale ket re gant e yalc’had, eur zac’hadig brao a baper, gant eun toullad re-velen miret arôk ar Brezel. — Ha perak Krabenn en em jala, rak eur wech c’hoaz piou a vije gellet dont en e benn mont da furchal en arc’h ?
— Ha goude, mall am eus da glevout hirroc’h…
— Ar pez a dlie c’hoarvezont, a c’hoarvezas : ar mevel miliner a zizac’has er vilin gwiniz Kolaz hag e yalc’h ; ne welas netra : hag ar valaden en dro. Nemet eur pennad goude, pa deuas da ober eun dro d’e vilin, Job ar Gwenn na oa ket evit kredi e ziskouarn : dign, dign, dign !
— Trouz an aour, aman emeur breman o vala aour ; peseurt maladen an diaoul ; bleud hag a droio e brenn !
— Met nan, aour gwirion eo e oa gant ar vilin ; ar peziou-aour, pa oa klasket mat ha diloc’het pep tra, n’o doa ket re a zroug ; met an darnvuia eus ar guziaden a oa e paper : ayou ! you ! Bilheji Kolaz Krabenn eat e tammou, e pilhou, egiz ma vijent bet dispennet gant al logod evit ober o neiz ! En tu-all da zek mil skoed, war a lavarer.
Dres pa oa ar vilinerien o skarza ar vilin, e lammas Kolaz en ti :
— Va yalc’h ! Va yalc’h !
Bet e oa oc’h ober eun dro d’ar guziaden, da ober d’ezi eun tammig « flourik ». Siouaz !
— Malet eo : re ziwezat !
— Hag ar frikou ?
— A zo d’an traon : Krabenn n’eo ket deut mat e benn hag ar pôtr