Mont d’an endalc’had

Pajenn:Congres celtique international.djvu/512

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
DA VARZED KEMRI.

Ho baro hirr, ho zaeou gwenn,
O prezeg war lein ann dol-men.
 
Kanit ar bobl nerzuz meurbet,
Ann dud gallouduz deuz bernet
Ar c’herrek pounner bern-war-vern,
Evit bezia ho fenn-tiern ;
 
Ho deuz savet toliou, penliou
Sounn, goude kalz a ganvedou
Sounn hag lavaret bepred :
«Bro Breiz-Izel na varvo ket ! »
 
Kanit ivez a vouez huel
Ann emgann ruz hag ar brezel,
Ar roue ter, ar roue gwir
Arzur hag he gleze meur dir,
 
Pignet war he varc’h glaz sternet,
P’en em strinke ken kounnaret
E kreiz stroll ann enebourien
Hag ho flastre evel merien.
 
Kanit Riwal ann diouganer,
Riwal ar barz hag ar goaper,
War eur skubelen a c’haolad
O nijal war zu ar zabat ;
 
Enn dro d’ezhan stroll ann diaoulou
O iudal euzuz er meziou,
Ar c’horred du war ann dorgenn
Penfollet gand ann abaden.
 
Ann ouc’hed vor o soroc’ha,
Ar vor gezek o c’hourina
War grib eonuz ar gwagennou
Pa ziroll stourm ha kurunnou ;