Mont d’an endalc’had

Pajenn:Congres celtique international.djvu/498

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EPILOG


Ann dez kenta


A ZANTEZ TRYPHINA.


Gant F.-M. ANN UHEL.


————


Aotrounez hag Itronezed,


Deut a bep-tu wit bon gwelet, —
Ha c’hui, breudeur ker a vro-bell,
’Zo diredet da Vreiz-Izell,

Hag oc’h euz bet treuziet ar mor,
’Wit gwelet ho mamm-goz Arvor,
Me a deu d’ho trugarekad,
’Wit ho karantez, ho ioul-vad.

D’ac’h-holl e lavaran : Bennoz !
Bugale, re-iaouahk, tud-koz,
Eskop zantel, tud a iliz, —
Mewel, oberour ha bourghiz.

Ha c’hui, tudou diwar ar mez,
Trugare ’wit ho madeles,
Rag c’hui hon intent hag hon c’har,
Hag hon anvez iwe, hep mar.

Ar pez bon euz diskoet ama,
Euz a vuhez-gaer Triphina,
Mezelour da holl vroage Breiz,
’Zo leun a fumez hag a feiz, —