Sav eta, sav huelloc’h, dalc’h da zevel bepred
Ma hello aan holl varzed ’nem gaoud aman kevred.
Taliesin ha Marzin, Gwen-c’hlan, diouganer braz,
Brizeuk, Gizouarn, Karis, c’houi zo maro, siouaz !
Digasid ho telennou e-harp troad ann derven
El leac’h ma vezo ar stroll, kleuk, didrouz ha kempenn.
Tavit mik, avel rag-eost, ha c’houi sterik klemmuz.
Id d’ho toull, bleizi naounek, tevalijen spontuz ;
Henchou fankek ha mein-ruill, gouveid digemer
Mad-oberour hor mamm-iez, ar Barz, hor Penn-sturier.
Diwallid da ober drouk d’ann hini zo goude,
Hanved Iann Willou Herri, hen-nez eo barz Kerne ;
Diwallid da zivera, c’houi koumoulen du-bran,
Vit ma c’hellint azeza war ar gador douskan.
Sant Kaourintin ha sant Paol, ha c’houi roue Gradlon,
Digasit, war boez he zourn, aman barz bro Leon ;
Roid eunn hinkane wenn d’ann aotrou Lezeleuk,
Ha gant-hi c’hoaz ho pennoz, pa vo he droad er stleuk.
Sant Padarn, sant Meldeok, Justok ha Gobrien,
Dougit war eur c’hravaz vruk unan ho peleien,
Va Aotrou Er Joubiou, eskob a Itali,
Hag e teuio barz Gwened ken eaz ha peb-hini.
Aotrou Persoun sant Loranz, Kemar, den kalounek,
Hastid, enn hano Doue, deud aman da brezek ;
Ho patroun hoc’h ambrougo gant he c’hril goz velget ;
Evel ma viot gweled, e viot anavet !
Tostait, suteller noz, grid eur sutelladen,
Ha c’houi sperejou Awen, grit peb a iouc’haden
Ken a greno ann douar, da embann d’ar varzed
Hasta buhan dond aman ; it zoken d’ho c’herc’hed.