Keno ! Ma c’hi keaz, Mindu, ma leal kamarad,
N’efomp ken, dre ar c’hlizen, da glask roudou ar c’had ;
Na glevinn ken, er menez, da chilpaden skiltruz,
War ma dourn mui ne zantinn da deod garantezuz.
A ben eunn nebeud amzer, kalz a vignouned ien,
Barz er zoudard divroet, hep mar, ne sonjfont ken,
Mes da galoun te, Mindu, n’eo ket ken ankoezuz
Pell e ri c’hoaz va c’hanvou, gand da iezou klemmuz.
Keno ta plijaduriou, leuriou-nevez, prejou,
Nezadegou, nozvezou, foariou ha pardoniou,
Ebatou ker birvidik, biniou zard ha sklentin,
Na drido mui va c’haloun gand da zoniou lirzin.
Keno kemend a garann, keno da virviken !
Pell ouc’h a Vreiz me varvo, mantret gand ann anken,
Vel eur blanten gizidik, evid ar vro krouet,
A renk gwenvi ha mervel, kerkent m’eo divroet.