Mont d’an endalc’had

Pajenn:Congres celtique international.djvu/476

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KIMIAD EUR ZOUDARD IAOUANK.


Gret gant Presper PROUX.


————


Ma c’haloun a zo frailled dre nerz ma enkrezou,
Ma daoulagad entanet n’ho deuz mui a zaelou,
Deud eo siouaz ! ann devez ma renkann dilezel
Lec’h kaer ma bugaleach ma bro gaer Breiz-Izel !

Keno d’id, ma zi balann, kuzet barz ann draonien,
Tachen c’hlaz var behini, bugel, e c’hoarien ;
Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere,
E pad tomder ann hanvou, e kouskenn da greiz-de.

Keno ! keno ! mamm ha tad, breman n’esperit mui
E chomfe ho mab kared da harpa ho kozni,
Evit gounid d’hoc’h bara, vel m’hoc’h euz gread d’ezhan,
Al Lezen zo didruez ho kuitaad a renkann.

Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu lenva,