Mont d’an endalc’had

Pajenn:Congres celtique international.djvu/464

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KIMIAD AR BARZ,

Gant AR lAN.

————

Kared em euz ma Breiz-Izel,
He lann, he brug hag he rec’hel,
Kared em euz he meneziou,
He gwaziou kamm, he zraouniennou.

Kared em euz he henchou treuz,
He roziou bleun, he zouriou kleuz,
Kared em euz enn-hi beva,
Pa oann euruz, ge o kana.
 
Kared em euz krozmol ar mor
D’ann abardaez war doull ma dor,
Kared em euz mouez ar ranet
Enn noz o kana holl kevret.

Kared em euz trouz ann avel,
O iouc’hal skiltr er gwez huel,
Kared em euz mouez ar gaouen
Oc’h huanada enn derven.

Kared em euz bleuniou al lann
Kurunen Breiz a viskoaz glan,
Kared em euz mond d’ar c’hoajou
Da rei d’ann ekleo ma zoniou.

Kared em euz treaz aour ann aod,
He c’hregin gwenn, kant tra dibaod ;
Kared em euz ma bragou braz,
Ma bleo hirr, ivez ma fenn-baz.