Pajenn:Congres celtique international.djvu/462

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
BREIZIS DA GORNWALLIS !


Deut eta deut ! Hac hep neb aon anzaved
Omp d’ec’h gwir vreudeur a bell-so
Ho mam so hon hini ; ha biken na vo kaved
’Med henor d’ec’h ’n’hon doareo.


VI.


PEVAR GANER


Ia douar Arvor a n’eus mired
Kouls ac he Feulvano Huel
Gir hon zado — hon gir-ni bepred —
Kentoc’h ’wit n’eun saotra, merwel !


VII


AN OLL GANERIEN ’WIT ACHUI.


Deût mad oc’h en bon touez, breudeur a vro Cornwall !
O touar n’eus douged hon gour-dado gwech all
O kwe neus gwaskeded hûn ho bugaligo.
Deut mad oc’h en hon touez ! Deus an eil Vreiz d’eben
Kassomp kevred moezio hon c’halono laouen
Dreist ar morio ledan, a dreus ar meneio.


————