Pajenn:Congres celtique international.djvu/460

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


E galon a drido, pa welo
E vam tont d’hen digemer.
 
E vam gez ! gant hast d’hen briata
Na zant mui poez he blavezio.
Ac hen kerkent a stag da wela,
Gwelan druz ! mæs dousan daelo !
 
Eur vleunen goenved gant scorn an noz
A digor seder woar ribl ar roz
Pa bar an heaul skedus war ’n’hi.
 
Ni ive, breudeur, ous o kweled
A n’eun gav aman oll laouened
0ll d’ec’h e laromp meulodi.


IV.


AN OLL GANERIEN.


Dorn ous dorn ’ta, bugale ’n diou Gerne
Ne man ken an amzer ma skoe ar c’hleze.
Breman, gwir ha leal, trec’homp, neb a c’hello,
Dre ’n dalvouduzan labourio.


V.


Ann amser o tremen didrue
War e hent a neus diskaret
Kestel, gizio, kement a gave ;
Netra out-han na neus paded.
Mæs douar Arvor a neus mired
Kouls ac he Feulvano huel
Gir hon zado — hon gir-ni bepred —
Kentoc’h ’wit n’eun saotra, merwel !