Pajenn:Congres celtique international.djvu/456

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



— Plac’hik iaouank, pez a leret
A blij d’am c’halon, d’am speret ;
Da c’hortoz ma vemp oet d’ann traon,
Plijet kemer eur c’houlpat kraon.
 
Ha pa oamp hon daou diskennet,
Enn hostaliri e oamp oet
Gant va c’harantez, da eva
Gwin ruz ha kafe. Tra la la !
 
Med ar bed-ma ne dall netra ;
Nemet tremenn ebiou na ra !
Ar zonik-ma em euz kanet
D’ezhi, e devez he eured !