Den yaouanc en o tont er bed,
Gout ar c’houſtumou ne ran quet,
C’hui a ene a pep ſeurt tut,
Quercou1s ar re vras ha re vunut.
Hentet hoc’heus a bep ſeurt ſtat.
Tut a Ilis, Tut Gentil vat,
Tut a Juſtiç ha Bourc’hiſien,
Tut a ſtudi, Marc’hadourien,
Artiſanet, tut a vicher,
Mæſtr ha Mæſtres, ha Servicher,
Cals a dut coz ha re yaouanc,
Quen Digentil, quen païſant ;
Livirit din o cuſtum oll
Evit m’o merquin var va roll,
Ma vezo great ur Reglamant
Eus an oll generalamant.
An Den expert.
Tout e caffet habec enno,
Hac int tut fur var o meno.
An Den curius.
Pe ſeurt habec, den ancien,
A guef an dut er Veleyen ?
An Den expert.
Ar Veleyen a ſupoſer
En em acquit eus o dever ;
Pe ii a ra, pe ne reont quet,
Coms voar o ſtat ſo difennet :