devaligen eus an erreur, an heretiquet, ar schismatiqüet. Mæs na ellomp en em recomandi nemet da bedenno ar gatholiquet. Da bedenno an dud just eo accordet conversion ar bec’herien ; mas evit gouir an oll n’en em gonvertissont quet : Doue na receo quet ordinal ar pedenno a ve adresset dezàn evit o c’honversion. Anfin Pedomp evit ar re varo hervez ar fe hac ar religion. Dre ar beden e c’hapæsomp coler Doue, hac e recevomp pardon evidomp hac evit ar re-all, evel ma zeo merquet er ch. 32 eus ar Geness. Mæs evit pedi gant froez ha meritout ar gloar eternel, eo ret pedi en stad a c’hraç; ha mar on deus bet ar malheur da goll graç Doue dre ar pec’het, eo ret ober acto a gontrition hac en em sevel er c’henta possubl eus ar stad malhurus-se. Mar domp en erreur evel an heretiquet, ar schismatiquet, memes ar bayanet, ar beden so util ; ha mar pedomp dre ur speret hac ur galon sincer, e zom sur da receo ar sclærigen ha da retorn da Zoue. Mæs bezàn so malhurusamant cals a dud pere a bed inutilamant, hac a bere ar pedenno pel dious appæsi coler Doue, na reont nemet en fachi davantaich. Evel ma zeo pedenno ar re a gontinu en erreur non obstant ma hanaveont ar virionez ; o feden n’en deo nemet goapæson, hipocrisi ; rac ober goap a Doue eo goulen digantàn pardon eus ar pec’hejo ne c’houlenner quet da guitaat. Evit pedi evel ma’zeo dleet, eo ret,
1°. Pedi en hano J. C. ; h’en deus hano ebet dindan an env roet d’an dud, dre beini e alfent en em sauvetaat nemet dre hini J. C. hac en union gantàn.
2°. Ret eo pedi en speret bac en guirionez, a