Pajenn:Catechis, 1817.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
Treguer.


G. Hac èn so necesser pedi ?

R. Ya, ar beden eo unan eus hon brassàn obligationo.

G. Pet sort peden so ?

R. Diou sort, ar beden a galon, hac ar beden a c’heno.

G. Ar beden a rer da Zoue a c’heno epquen, hac-y so agréabl dezàn ?

R. Salocroas, er c’hontræl displigeout a ra dezàn.

G. Petra eo ar beden a galon, pe an Oræson mаntal ?

R. An hini a reomp da Zoue a speret hac a galon epquen.

G. Pehini eo an devotàn sujet da ober Oræson a galon ?

R. Maro ha Passion hon Salver.

G. Leret din ar voïen da disqui ober er fat Oræson a galon ?

R. En em accustumi d’e ober muyàn ma eller.

G. Нac èn a ell an oll ober Oræson a galon ?

R. Ya, evit e ober ne renquer nemet graç Doue, ur speret hac ur galon.

G. Pessort avantach en deus an Oræson a galon ?

R. Bezàn eo an agreaplàn da Zoue, hac ar profitaplàn evidomp.

G. Perac eta ma ra quen neubeut a dud Oræson a galon ?