Pajenn:Catechis, 1817.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
Treguer.

bezàn, mar doc’h separet dious ar bastoret legitim, ezoc’h separet dious an Ilis. Douguen a ret, eme sant Paul, o setanç c’hui oc’h-unan, hac an oll a so obliget da evita pep sort commerç guenac’h en treo spirituel.

An abostol sant Jud a goms er guis-màn eus ar gatholiquet : « Mæs c’hui, ma breudeur quer, bezet sonch penaus ezoc’h bet avertisset dre Ebestel on Autro J. C. e tlefoa arruout un amser en peini certen tromperien goneet gant ur panchant impi, en em separo aneze o-unan. Ho santimancho a so evit an douar, n’o deus quet speret Doue ; mæs c’hui, en em sevel voar o fe, ha pedet dre ar Speret-Santel. »

Sant Paul a ordrenas Tite Escop, hac en lezas en enezen Crêt evit ordren Esquibien ha Beleyen. C’hoas ur veaich, piou benac ne deo quet heritour d’an Ebestel hac a bretant bezàn Escop pe un dra all benac en Ilis, a so un tromper. Rac, eme sant Paul, den na ell dre e autorite e-unan en em attribui an hini da brezeg pe da administra ar sacramancho. Penaus e prezegont-ii ma ne dint quet casset ? Or ar c’hass-se, an destination-se a nez peini an oll fonctiono a so nul en Ilis Doue, a voe communiquet gant J. C. d’an Ebestel, dre ar re-màn, d’ar re a succede deze a re da re on bete. Bezàn ordrenet, destinet ha casset gant an Ilis, chetu a-se ar pes a ra ar pastor. Piou benac, eme sant Yan, ne antre quet en craou an denvet dre an oor, maes dre ur plaç-all, a so un tromper, ul laër. « Sant Paul o scriva d’ar Galatet, Paul abostol, non pas a beurs an dud, na dre autorite den crouet, mæs dre hini J.C., ne