Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
Catechis

Anani en devoa laret ur gaou d’ar Speret-Santel, a lavar eo da Zoue en deus laret ar gaou-se. S. Paul goude bezàn laret d’ar bobl a Gorinth penaus e voant an Templ a Doue, a lavar penaus ho mempro eo an Templ eus ar Speret-Santel. Er vadiziant hac ep oll invocationo eus an Dreindet adorabl, ar Speret-Santel a so ive invoquet. Santifia a ra hon ineo, rei a ra ar garantez hac ar c’hraç, evel remission ar pec’hejo. Dezân eo da henvel ha da blaci ar Vinistret evit gouvern an Ilis.

Disquen ar Speret-Santel.

Jesus-Christ, evel hon deus lavaret, a ordrenas d’e Ebestel chom en Jerusalem quen n’en dise digasset deze ar Speret-Santel. En em retira a resont evit beva er retret, er silanç, er beden. En deiz Pentecost ar Judevien, voar dro nav heur dious ar mintin, an decvet deiz goude Ascension hon Salver, e voe clevet un drous evel deus un avel tempest, peini a gargas an ty elec’h ma voa an Disquibien gant ar Verc’hes Vari. Querquent e voe guelet teodo tân, pere en em bartageas hac en em reposas voar ben pep hini. Carguet e voent eus ar Speret Santel. Rei a eure deze couraich ; etablissa a ra enne e demeuranç ; ober a ra aneze tud nevez en ur rei deze ar sclærigen a garantez Doue, a ardeur, a ners, a vertu, ii pere a voa poultron hac imparfait. Digueri a eure o squient evit ober deze compren ar guirioneo eus ar religion, ii pere a voa grosserien hac ep squient. Ober a eure deze an donæzon da goms lies a langaich ha da ober miraclo. Rei a eure deze ar buissanç da gommunica e donæsono d’ar re a gredo en J.C., pe dre an Ebestel