Pajenn:Catechis, 1817.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
Catechis

sænt o deus resuscitet cals a dud. Ar Scritur a goms alies eus a resurrection ar c’horfo, hac ar ræson e goulen : rac an ine peini a so immortel ha groet evit ar c’horf, a c’houlen bezàn unisset gantàn. An den a so composet a gorf hac a ine : na oufe bezàn parfætamant evurus a nez hac an eil hac eguile. Oll e resuscitomp er memes corf hon deus voar an douar. Lennet ar levr eus an den santel Job : Hon c’horfo o devo bet lod eus a œuvro hon ine ; bezàn o devo ive lod eus e joa pe e valeur.

An Tado santel goude ar Scritur, a lavar penaus corfo ar re evurus a vezo sclær ha brillant, agil evel ar speret, subtil en hevelep fæçon ne allo netra o c’hareti, evel corf J. C. peini a antreas, door ha prenest serret, e lec’h ma voa an Ebestel ; anfin corfo ar re evurus a vezo incapabl da soufr nep sort poan. Ar Scritur sacr ne lavar netra voar gorfo ar re daonet. Apparanç so e vezint spouronus ha terribl dre ar merq a reprobation imprimet voar ho zall, evel ma vezo glorius re an dud evurus dre an impression eus ar c’hraç. An oll a resuscito : un articl eo eus hon fe, darn evit ar gloar, darn-all evit ar poanio eternel. Un articl-all eo eus hon fe, penaus an oll a vezo barnet un deiz gant cals a solemnite. En deiz terrubl-se a goler Doue, an eaul, al loar a gollo ho sclærigen ; ar steret a changeo a blaç, ar bed en antier a vezo distrujet, an douar, ar firmamant a vezo devet dre an tân, an dud a velo J. C. carguet a c’hloar hac a vajeste, o tisquen voar ar houabren gant an Ebestel, an Elez hac an ineo evurus. E groas a barisso en triomph. J. C. a vezo azeet voar e drôn evit barn ar re veo hac ar re varo, da la-