cordet d’an oll. Dre ar Sacramancho principalamant e ve appliquet d’an ine ar froez a varo ha passion hon Salver ; or an oll na recevont quet ar Sacramancho : evel-se peguement benac dre un effet eus e garantez, ma ve maro hon Salver evit an oll, e heus cals sioas pere a varv en o fec’het, evel ar re a varv hep bezàn badezet ; ar re a decet en stad a bec’het marvel. N’en deo quet faut hon Redamptor divin : roet en deus dimp peadra da beâ hon dle, hon faut eo ma n’on deus quet profitet. Delivret en deus ac’hanomp eus ar pec’het, eus a esclavaich an drouc-speret ; digoret en deus dimp an env, roet en deus dimp an exempl eus an oll vertuzio hac an oll c’hraço necesser evit ho fratica hac arruout er gloar eternel. Malheur dimp ma ne brofitomp.
Divinite pe natur divin J. C. n’eo jamæs bet separet dious e gorf hac e ine, mæs e ine hepquen en em separas dious e gorf dre ar maro. Ma zad, eme J. C., a gar ac’hanon, abalamour ma roàn ma buez evit e c’hemeret a nevez ; den ne lem ma buez diguene ; ac’hanòn ma unan e roàn. Ine J. C. separet dious e gorf dre ar maro voar menez calvar, a disquennas d’an iferno, da lavaret eo, evel m’en lavar S. Paul, d’ar plaç isel en douar, e lec’h ma oa ineo ar sænt quenta pere a voa maro quent hon Salver pehini o delivras evit antren gantàn en gloar ar barados seret bete ar maro eus a Redamptor ar bed.