Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
Treguer.

Jesus, a eure guisca dezàn dre goap ur saë voen, hac en cassas evel-se da Bilat, pehini a lavaras d’ar bobl penaus e voa cavet Jesus innoçant gant Herodes ; mæs ar bobl tigr-se a grie ma vise condaonet d’ar maro. Deiz Gouelio Pasq e voa ar c’his dilivra d’ar bobl ur c’hriminel. Bezàn e voa er prison ur muntrer hanvet Barrabas. Pilat a roas d’ar bobl ar choas, Jesus pe Barrabas ; Barrabas a voe delivret, ha Jesus condaonet. Pilat a songeas c’hoas evit appæsi ar bobl barbar-se, laquat flagelli Jesus. Querquent ar soudardet en diviscas, en dispennas a daulio foet hac en insultas en pep fæçon. Golo a reont e gorf dispennet gant ur vantel pourpr, anfonci a reont ur gurunen spern en e benn, en e dorn e lequeont ur benduen evit baz royal : neuse ur c’hlin d’an douar, en ur squei voar e faç hac e benn, e leront dezàn evit e oapaat : Salud Roue ar Judevien ; divin piou en deus da scoet. Jesus a soufr an oll goall dretamancho-se hep lavaret guer. Pilat en discoe d’ar bobl er stad-se en ur lavaret : Chetu amàn an den. Mæs pell dious bezàn touchet, ar bobl barbar-se a deu da redoubli, da c’hourdous ha da lavaret : Lemet-àn, lemet-àn dirac hon daoulagat, ha crucifiet-àn. Ar c’hriminel Pilat a brononç ar setanç a varo a enep an innoçanç memes. Ar C’hrouer a so condaonet gant ar c’hrouadur, map Doue a varvo er Groas. Doue a bunissas heb dale ar barner injust Pilat. Coezàn a eure en drouc-c’hraç rac pehini en devoa aon. Exilet e voe da Vienne voar ar rivier Rhôn, en pelec’h e varvas en disesper, hac e voe e voureo e unan. Ar soudardet a divisq da Jesus e vantel pourpr evit en guisqui eus e dillat ordinal. Sam-