Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
Treguer.

evel Doue en deus roet ur pris infinit d’e souffranço.

G. Evit piou eo maro hon Salver ?

R. Evit an oll, hac evit peb hini en particulier.

G. Pe da deiz e varvas hon Salver ?

R. D’ar Guener ar Groas ?

G. Piou so bet caus d’e varo ?

R. Ar Judevien hac ar Bec’herien.

G. Pegueit e oe-àn er groas quent mervel ?

R. Voar dro teir heur, ha neuse e tispartias e ine dious e gorf.

G. Nac e Zivinite ?

R. Nen deo jamæs dispartiet na dious e ine na dious e gorf.

G. Gred un act a fe voar Myster hon Redamption ?

R. Mên a gred fermamant ma Jesus, douç ha mat,
Penos o c’heus scuillet evidon oc’h oll oat,
Ha n’en deus graç ebet, na merit na pardon
Nemet dre ho maro, ha dre ho passion.

Redamption.

Garoti a reont Jesus er jardin Olivet evel ur laër hac un den fall ; en traïna a reont da dy Anna tad caër d’ar Pontif Caïphas, ha da dy Caïphas d’ar goude, peini asistet gant ar Veleyen hac oll gonseil ar Judevien a deu da interrogi Jesus eviel ur c’hriminel, voar e doc-