Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
255
Treguer.

zàn forcet a rent ar briedelez nul ; ret eo bezàn libr. 9. An Urzio sacr. 10. Cavet deja ur priet. 11. An honestis public eus an dimei bete an eil degre. 12. An impuissanç. 13. ar briedelez en coaich pe clandestin, da laret eo, an eurejo n’en dint quet groet en presanç ar person legitim hac an testo ordrenet gant an Ilis a so nul. 14. Al læronci eus ur personaich a rent nul ar briedelez contractet gant al laër pe al laëres.

N’en deo quet permetet contracti ar sacramant a briedelez.

1°. En amser difennet, peini eo aboe ar Sul quentàn eus an Avent bete Goël ar Rouane, hac aboe an deiz quentàn eus ar C’hoaraïs bete lun ar C’hasimodo. Difennet eo ive contracti ar briedelez gant an heretiquet, ar schismatiquet hac an dud excumunuguet.

2°. Difennet eo contracti ar briedelez gant un all pa vezer dimezet da unan-all benac ; rаc ar guer roet en faç an Ilis a, die bezàn delc’het.

3°. Difennet eo contracti ar briedelez a-enep ar vœu simpl a chastete hac a religion.

Anfin ret eo cavet consantamant tad ha mam, curateur, etc. Ret eo bezàn o chom, pe bezàn domiciliet enpad c’huec’h miz en ur barous eus an Escopti, pe enpad ur bloas en ur barous eus an Escopti-all, bezàn imbannet teir gueich. Ar briedelez na ell bezàn toret, ur veich contractet mad, nemet dre ar maro. An divorç eta a so ul libertinaich. An den na ell quet separi ar pez so unisset gant Doue ; ar ræson hac al lezen naturel a souten amàn an Aviel. An deverio eus ar briedelez a so bras ; guelet re an tado hac ar mamo. Mar songet eta antren er stad eus ar briedelez, pedet, en em humiliet, goulennet