Ar sacramant a Briedelez a so instituet gant J. C. evit sanctifiàn ar priejo, o c’hobligeàn da vevàn ep separation, hac a ro deze ar c’hraço necesser evit en em acquitàn eus a devero ar Briedelez.
Ar Briedelez ne voa nemet ur c’hontrat naturel quent donediguez on Salver, peini en deus-an elevet hac instituet sacramant, hac henoret dre e bresanç en heured Cana en Galilee. Sant Paul a lavar eo ur sacramant bras, hac ar C’honcil a Drant penaus ar graço eus ar sacramant a Briedelez a ra d’ar priejo en em garet dre ur garantez chast ha christen, hac en em sanctifiàn en creis an ambaras eus ar menaich. Consantamant ar partio a so necesser evit contracti ar Briedelez ; ret eo e ve libr ha gant anaoudeguez. Ret eo receo ar sacramant en presanç e Bastor legitim, ur Belec habituel, hac approuvet memes evit ar Govezion, na ell quet eureugi ep consantamant ar Person pe an Escop. Chetu aman al lezen voar ar poënt-se : « Ar Briedelez contractet autramant nemet en presanç ar pasteur legitim, pe ur Belec autoriset gantàn pe gant an Escop, ha daou pe dri zest, a so nul, ha ne dal netra. » Ar goulen hac ar respont voar guement-se a so er C’hatechis ancien eus an Escopti-màn.
Ar sacramant a Briedelez a represent union J. C. gant an Ilis e briet. Quitaat en deus e Dad celestiel evit en em unissàn gant an Ilis ; an den a guita tad ha mam evit en em unissàn gant e briet. An Ilis a so bet formet a J. С., ar plac’h a gosten an den. Jesus-Christ eo ar Chef eus e Ilis, an den hini e briet. An Ilis ha J. C. na