Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
Catechis

geanç na exant quet da ober pinigen ; bezàn veritablamant penitant ha covesseet.

2°. Ret eo receo an absolven, ar pez a signifi bezàn er stad a c’hraç, ober exactamant ar pez a so commandet evit gonit an indulgeanç, hac a ve expliquet er Vull. Pliget gant Doue aсcordi dimp indulgeanç dre e Ilis ; hac e vemp dign eus ar c’hraç-se, ezom on deus.




EXPLICATION

Eus ar Saсramant adorabl eus an Auter.


VII. QUENTEL.

G. PEtra eo sacramant an Auter ?

R. Ur sacramant en peini e-mân en guirione Corf, Goad, Ine ha Divinite on Salver J. С. dindan ar speç a vara hac a ouin.

G. Evit petra en deus Jesus-Christ instituet sacramant an Auter ?

R. Evit mesur on ineo, ha disque dimp e garantez ardant.

G. Penaus e teu ar bara hac ar guin da vezàn chanchet en corf hac en goad on Salver ?

R. Dre vertu ar c’homso sacr a brononç ar Belec voar-neze en Oferen.

G. Ar bara hac ar guin goude ma vent consacret, hac y so bepret bara ha guin ?