R. Ya, mar deus gret gaou outàn en e vado, en e henor pe en e bersonaich.
G. Petra renquer eta da ober evit repari d’an nessàn ?
R. Ober ar restitution,
Repari an detraction :
Rei exempl vad, goulen pardon,
Ha pardoni a greis calon.
Doue a so mæstr d’on pardoni hac er fæçon ma pligeo gantàn. Peguement benac na vemp quet capabl da satisfiàn d’e justiç divin, e c’hellomp couscoude en ober dre verito on Salver biniguet J. C., peini en deus safisfiet evidomp. Mæs ar satisfaction eus on Salver n’en deo apliquet dimp er sacramant a binigen nemet voar ar gondition ma satisfifomp on-unan en quement ma zeo possubl dimp.
Ar Vadiziant, evel m’on deus-àn laret, a effaç hac ar psc’het, hac ar boan dleet d’ar pec’het. Ar binigen a effaç ar boan eternel, mæs na effaç quet ordinal ar boan temporel dleet d’ar pec’het. Lezel a ra gant ar pec’her an obligation da ober pinigen hervez grevusdet e bec’hejo. Doue a ra ar rest voar ar pez so possubl d’an den. David a glevas a c’heno ar prophet penaus e voa pardonet e bec’hejo, couscoude o goëlas epad e vuez, e quemeras ur gorden reun, hac e savas bemnos evit pedí. Rouantelez an env a so da c’honit ; ma ne reomp pinigen, eme on Salver, e perissomp oll. Ar Gontrírion, ar Govezion eo al lodenno essantiel eus ar sacramant a binigen, ar satisfaction en rent parfæt. Ret eo repari an injur greet da Doue ha d’on nes-