G. Petra dleer da ober pa vezer arru en quichen treid ar С’hovezour ?
R. Ober sign ar groas, ha laret gant humilite : Ma zad, reit din o penediction mar plich guenec’h, rаc ur pec’her bras òn.
G. Petra dleer neuse choas da laret ?
R. Laret ar Gonfiteor bete meâ culpâ.
G. Leret ar gonfiteor en latin liac en brezonec ?
R. Confíteor Deo… Mên goves ous Doue, etc. (en fin ar Catechis)
G. Dre pe sort pechejo e tleer commanç ?
R. Mad eo commanç dre ar re vrassàn ?
G. Mar deu mez d’ar penitant, petra dle da songeal ?
R. Songeal eo un dra vil cometi ar pec’het hac ur vertu e goves.
G. Нac èn so avoalch laret on deus gret cals a bec’hejo ?
R. Salocroas, ret eo laret ar speç, ar galite hac an nombr a neze guellàn ma eller.
G. Groude bezàn achuet ar Govezion, petra dleer da ober ?
R. Achui ar gonfiteor, ha chelaou attantivamant ar C’hovezour.
G. Mar quef ar C’hovezour a propos differi dimp an absolven pe ar Gommunion, penaus e tleer en em gomporti ?
R. Ret eo obeissàn humblamant d’ar C’hovezour en pep tra tout.