Pajenn:Catechis, 1817.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
Catechis

a ell e rei. Leromp gant ar Roue David er Psalm Miserere « Crouet ennomp, o ma Doue, ur galon bur, ur Speret evn : ne rebutet jamais ur galon contristet hac humiliet ».

Ar gontrition barfæt a so ur glac’har da vezàn offanset Doue abalamour d’e vadelez infinit. Bezàn eo ar garantez barfæt evit Doue, ha justifiàn a ra gant an desir da receo ar sacramant a binigen ; en hevelep fæçon ma varfe an den er stad-se, quent evit bezàn recevet ar sacramant a binigen, eo sur da vezàn salvet.

An Attrition.

An Attrition, pe ar gontrition imparfæt, a so ur glac’har concevet communamant dre gonsideration ar vileni, an difformite eus ar pec’het pe an aon rac poanio an ifern. An attrition a so ur mouvamant eus ar Speret-Santel, peini evit guir ne màn quet c’hoas er galon, mæs excitàn ha douguen a ra ar galon-se d’ar mad. Evel-se an attrition a so, evel m’en lavar ar C’honcil a Drant, ur c’hommançamant a garantez Doue, ha suffisant gant an absolven evit bezàn pardonet. An attrition, evel ar gontrition, a dle bezàn interieur, surnaturel, souveræn hac universel. Mar manq unan eus ar c’honditiono-se, n’en deo quet suffisant, memes gant ar sacramant. An attrition a renq, evel ar gontrition, ranfermi ur resolution, ur propos ferm na vezo quen cometet ar pec’het. Anaveout a ellomp on propos ferm dre ar chanchamant a vuez, dre an effort d’en em gorrigea. Ret eo combati evit bezàn victorius, ha bezàn victorius evit bezàn curunet. Ar facilite da goezàn en certen pec’hejo a ra an habitud ; ret eo eta quitaat an occasion, en em disober dious ar pez so caus d’on pec’het,