Pajenn:Catechis, 1817.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
Catechis

deo quet dign da antren ; rac dre ar pec’het originel eo buguel da satan.

2. Ar Belec a c’huez voar ar buguel, en croas, evit chasseal an drouc-speret dre vertu ar Speret Santel, peini a so hanvet ar c’huez a Doue, hac evit disque penaus an diaoul a so chasseet dre verito J. C. maro er groas.

3. Ober a ra sign ar groas voar dall ar buguel evit ober da entent e tlefo ober oeuvro ur c’hristen ep ruyàn.

4. Ober a ra sign ar groas voar beutrin ar buguel, evit ma tougo en e galon croas Jesus- Christ ; rac ar vadiziant en deus e oll ners a groas, maro ha passion on Salver.

5. Rei a rer d’ar buguel an hano eus ur sant pe ur Santes, evit bezàn e vodel voar an douar, e batron hac e avocat dirac Doue.

6. Ar Belec a ra voar ar buguel cals a gonjurationo evit chasseal an diaoul dindan buissanç peini emàn, evel buguel da Adam.

7. Laquaat a ra holen en gueno ar buguel, evit rei da entent penaus e c’houlen ah Ilis evitàn an holen a furnez hac ar gout eus an treo celestiel.

8. Laquaat a ra hall en diou fran ha diou scouarn ar buguel, evit imitan J. C. peini en em servigeas eus e graich evit guellaat un den mud ha bouzar.

9. Ober a ra recitàn ar Gredo hac ar Bater, d’ar paëron ha d’ar vaërones en hano ar buguel, rac an Ilis na receo evit bezàn badezet nemet ar re a ra profession da gredi en J. C., ha da veva en fe an Ilis.

10. Ober a ra promesseo ar Vadiziant, dre