Pajenn:Catechis, 1817.djvu/211

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
Catechis



II. QUENTEL.

Voar ar Vadiziant.

G. PEtra eo ar sacramant a Vadiziànt ?

R. Ur sacramant a effaç ar pec’het originel, hac on gra christenien, bugale da Zoue ha d’an Ilis.

G. Petra brometomp-nîn en on Badiziant ?

R. Prometí reomp renonç da Satan, d’e euvro d’e bompo, ha bezàn christenien vad.

G. Нас èn a dle den badezi nemet ar Veleyen ?

R. Ya, pep den ræsonabl en cas a necessite.

G. Petra so ret da ober evit badezi ?

R. Scuil an dour voar ben ar buguel, ha laret er memes amser : Mèn as bade en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Pe sort intantion so red evit badezi ?

R. Intantion an Ilis.

G. Pe sort dour so ret evit badezi ?

R. Dour naturel.

G. Нас èn so permetet differi ar Vadiziant da ur buguel evit gortos ar paëron pe ar vaërones ?