Pajenn:Catechis, 1817.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
Catechis


G. Petra eo ar jugeamant general ?

R. Ar setanç public a brononço on Salver d’an oll en fin ar bed.

G. Leret dîn ar voyen da obteni neuse ur setanç favorabl ?

R. Diouall da varn den re yuan, hac en em varn hon-unan.

G. Petra eo an ifern ?

R. Ur prison effroyabl carguet a bep sort tourmancho eternel.

G. Petra eo brassàn poan so en ifern ?

R. Bezán privet a velet hac a garet Doue da jamæs.

G. Leret din choas unan benac a boanio an ifern ?

R. Bezàn o lesqui corf hac ine epad an eternite.

G. Leret dîn ar voyen da evitàn рoаnio an ifern ?

R. Songeal alies en ifern, hac evitan ar pec'het marvel.

G. Petra eo ar Barados ?

R. Ur plaç delicius hac a evurusdet eternel, o velet Doue faç ous faç.

G. Petra so ret da ober evit mont d'ar Barados ?

R. Observi gourc’hemeno Doue ha re an Ilis.

Ar maro.

Bezet sonch, eme ar Speret-Santel, eus o finvezo divezàn, ha na bec’het quet. Ar maro, ar jugeamant, an ifern hac ar barados eo on finvezo divezàn. Rac ar maro eo fin on buez, ar