Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Catechis


G. C’hui lar e credet en Doue, pet Doue so ?

R. Unan epquen.

G. Petra eo Doue ?

R. Ur speret pur ha souveræn, Crouër d’an Env ha d’an Douar, leun a bep sort perfection.

G. Doue hac èn so eternel ?

R. Ya, n’en deus quet bed a gommançamant ha nen devo quet a fin.

G. Pellec’h emàn Doue ?

R. Dre oll.

G. Emàn ive eta en ifern, er purgatoar, hac er barados ?

R. Ya sur.

G. Petra ra Doue en ifern ?

R. Punissàn eternellamant ar re daonet.

G. Petra ra Doue er purgatoar ?

R. Punissàn evit un amser ar re so maro en stat a c’hraç, ha dleourien d’ar justiç divin.

G. Petra ra Doue er Barados ?

R. Recompansi da virviquen ar re evurus.

G. Hac en so Doue ive amàn presant ?

R. Ya sur.

G. Perac eta na velomp-nîn quet anezàn ?

R. Abalamour ma eo ur speret pur, n’en deus quet a gorf evit bezàn guelet.

G. Нac èn a gleo, hac a vel a c’hanomp-nîn ?