Pajenn:Catechis, 1817.djvu/189

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
Catechis


R. Dre ar Vadiziant.

G. Petra eo ar pec’het actuel ?

R. An hini a gometomp ac'hanomp hon-unan.

G. En pet fæçon e c’heller pec’hi ?

R. En peder : dre sonch, dre goms, die œuvr, dre omission.

G. Petra eo pec’hi dre omission ?

R. Mancout da ober ar pez so commandet.

G. Pet sort pec'het actuel so ?

R. Daou sort, ar pec'het veniel hac ar pec'het marvel.

G. Petra eo ar pec’het veniel ?

R. Ar pec’het na lem quet diguenemp graç Doue, mæs e diminui a ra.

G. Petra eo ar pechet marvel ?

R. Ar pec'het a lem diguenemp graç Doue hac on rent dign a boanio an ifern.

G. Pet pec’het marvel so ret evit bezàn daonet ?

R. Mervel gant unan epquen a so avoalc'h evit bezàn daonet.

Ar Pec'het en general.

Ar pec’het en general eo violi al lezen. Dre ar guer a lezen e c’hententer ar pez en deus ordrenet Doue pe dreiz àn e-unan pe dre re all. Evel-se ar guer-se a gompren al lezen eternel peini eo ar volontez eternel a Zoue, peini a ordren conservi an urz naturel, hac a difen en troubli en fæçon ebet ; al lezen Naturel peini eo ar ræson gravet gant Doue en calon pep hini ;