Doue pa ordrenas d’ar Judevien dibri an oan paschal, a ordrenas deze ar fæçon d’e dibri ; eus o sao, ur vaz en o dorn evel tud prest da bartiàn. Mæs an urz rigourussàn e voa da vercàn gant goad an oan ar penn huelàn a bep door el lec’h ma vige debret an oan, evit pa aruje an Æl da squeian tyer-all, na rage drouc ebet d’ar re a vige merquet. Doue en creiz an noz a scoas an oll grouadurien eus an Egipt. Pharaon a savas en creiz an noz, mantret a varo e vap ena. Ar memes tra a voa aruet en pep ty. An Egiptianet a voa spouronet ; ar Judevien n’o defoa drouc ebet. D’ar goad precius eus ar guir oan Jesus Christ e tlefoa ar Judevien ar faveur, an delivranç-se. Quent donediguez on Salver e c’hellet en em glem en esclavaich, mæs na elle den sortial anezi. Jesus-Christ en deus on delivret. En trugare eus ar c’hraç-se eo bemdez renouvellet on delivranç er sacrifiç adorabl eus an Oferen, anfin evit m’or bezo sonch a Jesus-Christ on Salver, on victim hac on oan paschal.
IX. QUENTEL.
Voar ar pemp Gourc'hemen-all.
G. PEtra gommand an eil Gourc’hemen, Santifiàn ri ar Goëlio, etc. ?
R. Commandi ra dimp santifiàn ar Goëlio bers evel ar Sulio.
G. Petra gommand an drede Gourc’hemen, Coves da bec'hejo, etc. ?