pabl a c’haou : or ar c’haouyadet a so bugale satan, ar re a gar ar virionez, bugale Jesus -Christ, peini eo an hent, ar virionez hac ar vuez. Leveromp eta alies gant ar Roue prophet : Sourci on bezo dreist pep tra evit non pas pec’hi dre on zeod.
Ar Chonsaillo pe an alio eus an Aviel eo ar voyen da barveni d’ar berfection gristen. Impossubl eo bezàn salvet ep observi ar gourc’hemeno, en em sauvetaat a eller ep accomplissàn an alio, eus a bere ar principalàn eo,
1°. Renonç d’ar bed evit heuil J. C, peini so en cals a occasiono ur gourc’hemen.
2. An eil ali eus an Aviel eo ar baourantez volontær, da laret eo ar renonçamant da vado ar bed-man evit imitàn paourantez J. C.
3. Ar chastete perpetuel pe ar renonçamant d’ar briedeles evit beva er chastete epad ar vuez.
4°. An obeissanç pe ar renonçamant d’on bolonte evit heuil hini ur Superieur da beini en em soumetomp.
Ar pratiq eus an alio-se eus an Aviel a ra ar stad religius ; mæs pep hini er bed a ell hac a dle o fraticàn, da viana ul lod aneze, hervez e stad, e ners ha graç Doue.
Jugi drouc eus on nessàn eo assuri en on speret e ra fall. Soupçoni eo doueti ep assuri. Ar jugeamant temerer eo an hini n’en deus quet a fondamant legitim. Ne varnet den, eme on Salver, evit na vezet quet barner oc’h-unan. Ar jugeamant temerer a so ur pec’het grevus hac infam, rac douguen a ra cassoni ha disprisanç d’an nеssàn. Opposet eo d’ar justiç, ha d’ar c’ha-