Pajenn:Catechis, 1817.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
Catechis

ar gaou. Leromp ive, en ur dremen, penaus ar re a nac’h ar miraclo, a so sperejou faus pe libertin.

HISTOAR.

Pa dremenas Maximien Hercule eus an Itali en Franç, e voe roet dezàn ur certen troupo habil bras ha courajus er brezel, mæs muyoc’h renommet c’hoas dre ho fe hac hoc’h attachamant d’ar guir religion. An troupo-se a voe hanvet ar legion Thebeenn, hac a deue eus an oriant. Maximien goude bezàn tremenet ar meneïo eus an Alpes, a falveas dezàn ober presti ar seramant d’e droupo en presanç ha voar an auter eus e Doueo. Menaci a eure eus ar maro piou-benac a refusje da obeissa. Al legion santel a refusas en em souilla dre ur sacrileich quen enorm. Maximien aordrenas ma vige lequeet d’ar maro an decvet anezi, ha ma vige forcet ar re-all da obeissa ha da bresti ar seramant ; mæs al legion santel a respontas penaus e voant prest da souff an oll dourmanchou quent evit mancout en fæçon ebet d’o fe ha d’o religion. Maximien coleret a ordrenas ma vige c’hoas distruget an decvet loden anezi. An officerien cheffo eus al legion, S. Mauriç, S. Exuper, S. Candid o tremen en toes ar soudardet, a exhorte aneze da soufr quent ar maro evel o mignonet, evit ober netra control d’ar fe ha da lezen Doue. Formi a regeont un declaration evit an oll da vezàn presantet d’an Impaler, en peini e leverent dezàn : « Autro, bezàn ezomp ho soudardet, mæs bezàn ezomp ive servigerien ar guir Doue. Dac’h e tleomp ar servich eus an armo, da Doue an innoçanç eus hon buez. Peguement benac ma zomp armet, ne resistomp quet ous oc’h urzo. Mar ordrenet c’hoas supliço all, prest omp da soufr