epquen an temporel ; quement se a ve caret en payen, ha non pas evel ur c’hristen. Ur buguel a dle desirout da dad ha da vam ar guir vado, graço Doue hac ar gloar eternel. Na dle negligea netra evit procuri silvidiguez e dad hac e vam. Mar o deus ezom, e c’hinstruo aneze ; o c’havertissa a raio da ober œuvro mad, da frequanti ar sacramancho epad o yec’het. Mar dint clànv, o fedo da lacat urz en o c’haffero temporel ; procuri a raïo deze o sacramancho, hac executi goude o maro ar pez o defo ordrenet. Pedi, yun, en em vortifiàn a raio evit ma recevo Doue o c’hine en e c’hloar.
Ur buguel, mar goar an ners eus ar bevare gourc’hemen, a denno an tam eus e c’heno evit soulagi tad ha mam. Sonch en defo eus ar boan o deus bet ous en elevi ; lavaret a raïo : N’en dón nemet ur malhurus mar manquàn d’am zad ha d’am mam. Meritout a rafen ar maro memes ma ne deuàn d’o soulagi. Horreur en defo ous ar vugale dinatur pere el lec’h soulagi tad ha mam, a dispign en debauch, en tavernio ar pez a c’honeont, ha c’hoas e laëront tad ha mam. Ur sort bugale, eme ar Speret-Santel, a so muntrerien ; cometi a reont ur c’hrim brassoc’h evit al laëron voar an encho bras, rac ravissa a reont mado ar re da bere e tleont tout ; lemel a reont ar vuez digant ar re da bere e tleont o c’hini. O tud barbar !
Ur buguel peini a gar e dad hac e vam evel ma zeo dleet, na vanq jamæs d’o respecti. Ne gontest jamæs nemet question e ve eus un dra benac contræl da lezen Doue. Mar dint paour, oaget, diners, a humeur fall, e suport tout gant humilite, carantez, respet ha perseveranç.