Pajenn:Catechis, 1817.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
Catechis

na ret jamæs da re all ar pez ne garfac’h quet a ve groet dac’h oc’h unan. Guel eo bezàn paour hervez ar bed, evit n’en deo coezàn en ifern guisquet a pourp ha pinvidic. An dibauch hac ar brodigalite a so contræl d’an avariçdet, ha viço evelte. Bezàn ezoc’h epquen menagerien eus o mado ; ur gont rigorius o pezo da rentan eus an usaich o pezo groet aneze.

Bezàn oc’h eus bugale, eme ar fur Salomon ? Instruet aneze, ha groet deze quemeret ur pleg mad en o yaouanquis. Ar groaguez, eme sant Paul, a vezo salvet, mar reont un education vad d’o bugale, mar perseveront er charite, er santelez, er chastete. Tobi a discas d’e vap en e vugalleaich dougeanç Doue hac evitàn ar pec’het. Ar Rouanes guen, mam sant Louis, a voa guell ganti en guelet o vervel dirac e daoulagat, evit en guelet coupabl eus ur pec’het marvel. Tado ha mamo, bezàn ezoc’h an ebestel, an doctoret, ar bastoret eus o pugale, ha renta a refet cont eus oc’h ine da Doue.

N’en deo quet avoalc’h mesur hac instruí ; ret eo rei an exempl vad. Piou benac, eme on Salver, a so occasion a bec’het evit ar re vian pere a gred ennon, a ve guell dezàn e ve staguet ur mæn milin ous e c’houg, ha taulet en fonç ar mor. Pelec’h ema an tado hac ar mamo ne dleont quet crenàn goude bezàn roet quement a voal exempl d’o bugale ? Piou eo an tado bac ar mamo a guemer an oll sourci evit non pas scandalisa o bugale, hac ampech na vent corrompet dre an exempl fall eus ar bed ? Leret eta d’o pugale gant Salomon : Ma buguel, mar deu an dud fall d’o caressi, na lest ê quet d’o conit ; an hini a heulio an dud fur, a vezo fur ; an hini