Pajenn:Catechis, 1817.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
Treguer.

deur na obeischent nemet da lezen Doue, ha ne sacrifichent quer d’an idolo. Ne voa quet achu e c’hir, e teuas ur Judeo en presanç an oll da sacrifia d’an idolo. Mathatias a voe mantret a c’hlac’har, ha transportet dre an outraich groet da Doue, e laz ar malhurus se hac Officer Antiochus. Sevel a ra e voez evit lavaret da guement hini en defoa c’hoas dougeanç Doue en heuil en desert. Sevel a eure un arme, combati, trec’hi ha chasseal a eure an idolatret.

Abraham a gare a greis e galon e vap Isaac roet dezàn gant Doue evit cavet ur ligne peini a dlefoa en em vultiplia evel ar steret. Doue a gomandas da Abraham immoli dezàn voar ur menez ar map muya caret-se. Abraham na digareca quet. Sevel a ra mintin mat ep laret da den petra en deus da ober ; guervel a ra Isaac ha daou servicher, troc’ha ra coat, en zama a ra voar diou scoa Isaac, laret a ra d’an daou servicher chom ous traou ar menez ; sevel a ra voar ar menez gant Isaac peini a doug ar c’hoat voar beini e tle bezàn dêvet. Isaac a voa oadet a seiz vloas ha tregont. En ur vont e c’houlennas digant e dad pelec’h e voa ar victim a dlefoa bezàn immolet ? Abraham a respontas dezàn : Doué a bourveo, ma map quer. Arru er plaç en defoa merquet Doue, Abraham a dress an Auter, a laca voarnezàn ar c’hoat, a amar Isaac hac en laca voar ar c’hoat. Tenna ra e sabren evit troc’ha e c’houg. Doue contant a garantez an tad hac a obeissanç ar map, a arret dre un Æl brec’h Abraham, rac eprouvet en defoa e garantez dreist an oll ha dre breferanç evitan, p’an deo guir penaus e prefere urzo Doue da vuez e vap penner hac e vouir garan-