Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
Treguer.

ma n’am eus quet a garantez e zon hanval ous ar c’hloc’h pe un instrumant peini a zon. Ha p’am be an donæson eus ar prophecio, ha pa ententen an oll mysterio, ha p’am be an oll anaoudeguez hac ar fe bete transport ar meneyo, ma n’am eus quet ar garantez n’en don netra. Ha pa rofen ma oll vado d’ar beaurien, ma c’horf d’an tân evit bezàn dêvet, ma n’am eus quet ar garantez, quement-se ne servigeo da netra din. Ar garantez a so soufrant, douç, ep anvi ; n’en deo na traïtour nac ourgouillus ; n’e deus nac ambition nac avariçdet ; n’en deo quet colerus, ne sonch en drouc ebet ; ne gar quet ar pez so injust, mæs caret a ra ar virionez. Soufr a ra tout, credi a ra tout, esperout a ra tout, suporti ra tout ; n’en em goll jamæs ».

Caret ur re benac abalamour dezàn e-unan, pe d’e dalancho, ep en caret en Doue hac abalamour da Doue, n’en deo quet carantez, mæs inclination naturel, cupidite, passion. Carantez Doue evidomp eo ar reglen hac ar musur eus ar garantez dleet d’an nessàn. Or J. C., en deus on c’haret bete rei e vuez evidomp. Ententomp eta ar voez a Doue, eus al lezen naturel, hac obeissomp.

Ar Garantez dleet dimp on-unan.

Permetet hac ordrenet eo dimp en em garet ni-on-unan ; rac on Salver a lavar dimp caret on nessàn eveldomp on-unan. Mæs ar garantez-se evit bezàn reglet mad, a renq mont bete Doue. Dre exempl, caret a reomp ar vuez, non pas abalamour dezi, mæs evit e c’himplia en servich Doue, e Ilis hac an nessàn, evit mortifia on c’horf, ober eus on buez dre ar be-