Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
Catechis

brassàn graç a ouffe biquen Doue da ober d’an dud. Anfin en teirvet loden eus an Ave, Maria, e pedomp Mari da intercedi evidomp pec’herien, da gavet truez ouzimp, hac en e c’halite a Vam da Doueda dont d’on sicour en pep amser, mæs ispicial er momet terrubl eus ar maro, en peini satan a redoubl e valiç evit on c’holl.

An Angelus.

Dious ar mintin, dagreis-deiz ha dious an noz e ve laret an Angelus, pe teir Ave, Maria, evit trugarecaat Doue teir gueich an deiz a incarnation J. C., hac evit henori ar Verc’hes mam d’on Salver, peini a bedomp da intercedi evidomp. Exceptet er Sul hac en amser baschal, da laret eo, aboe ar Sul Fasq bete sadorn an Dreindet, e tleer laret an Angelus voar an daoulin evit gounit an indulgeanç.

Ar Chapelet.

Ar chapelet eo an deirvet loden eus ar rosær. Ar Gredo a lerer voar ar Groas pe ar rosæn ; ar Bater voar ar c’hreunen vras goude ar rosæn ; teir Ave voar an teir greunen vian a so goude. Neuse e comancer ar c’henta dixenes dre ar Bater, ha dec Ave, Maria, voar ar greun bian, hac evels-se bete ma ve achu ar pempvet dixenes. En fin ar pempvet dixenes e tleer laret teir Ave, Maria, ar Bater hac ar Gredo evel er c’hommançamant. Mad eo ive laret ar Bater pe un de profundis evit an Anaon. Tri chapelet a bemp dixenes a so ur rosær. Pa lerer ar chapelet er fæçon ma teuomp d’e explica, e saluder ar Verc’hes c’huec’h gueich ha hanter-cant evel ma zeo bet saludet gant an Æl, hac on Salver a so meulet quen lies a veich. Un nombr bras a viraclo a so test penaus an