Pajenn:Catechis, 1815.djvu/71

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
Treguer.



II Quentel.

Voar ar Vadiant.

G. PEtra eo ar Sacramant [a] Vadiant ?

R. Eur Sacramant a effaç ar pec’het originel, hac hon gra christenien bugale da Zoue ha dan Ilis.

G. Petra bromettom-nîn en hon Badiant ?

R. Prometti reomp renonç da Satan, de œuvro, ha de bompo, ha beân christenien vat.

G. Нac ên a ell den badei nemert ar veleïen ?

R. Ya, peb den ræsonabl ên cas à necessite.

G. Petra so red da ober evid badei ?

R. Scuill an dour voar ben ar buguel, ha laret er memeus amser, mên as bade en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Pessort intantion so red evid badei ?

R. Intantion an Ilis.

G. Pessort dour so red evid badei ?

R. Dour naturel.

G. Нac ên so permettet differi ar Vadiant da eur buguel evid gorto ar Paëron, pe ar Vaërones ?

R. Salocroas, rac lacaat a rer ar buguel ên danger da vervel ep Badiant.

G. Pessort obligation en deus eur Paëron hac eur Vaërones ?

R. Obligation da instrui ho fillor pe fillores, mar manq de instruction abeurs o zud.

G. Pet Sacramant à Vadiant so ?

R. Nen deus nemert unan pehini eo ar Vadiant dre dour.

E3