Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
Treguer.



IX Quentel.

Voar ar pemp Gourc’hemen all.

G. PEtra gommand an eil Gourc’hemen, Santifiân ri ar Goëlio, etc.

R. Commandi ra dimp sanctifiâ ar Goëlio bers, evel ar Sulio.

G. Petra gommand an drede Gourc’hemen, Coves da bec’hejo, etc. ?

R. Covessaat eur voes ar blа da neubeuta, dindan boan à bec’het marvel.

G. Da bes noat e tleer cass ar vugale da govessaat ?

R. Voar dro an noat a seiz vla, pa vent capabl da bec’hi.

G. Petra gommand ar bevare Gourc’hemen, Corf da Salver, etc. ?

R. Communia da Basq en hon Paros, ha non pas en plaç all eр permission.

G. Da bes noat e tle ar vugale ober ho C’hommunion guenta ?

R. Voar dro an noat a daouzec vla, pa vent instruet mat, ha parfæt.

G. Petra gommand ar bempet Gourc’hemen, Yun a ri, etc.

R. Yun ar c’hoaraïs, an daouzec deïo, ha certen vigilo commandet.

G. Piou so obliget da yun ?

R. Ar re o deus eur bla-oar-nuguent ha no deus quet a empechamant legitim.