Pajenn:Catechis, 1815.djvu/5

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ






ABREGE

EUS AN

DOCTRIN CHRISTEN.


Parvuli petierunt panem, etc. Thr. 4-4.



I Quentel.

Voar an Doctrin Christen ha sign ar Groas.

Goulen. HA c’hui so Christen ?

Respond. Ya, a drugare Doue.

G. Piou eo an hini a dle beân hanvet Christen ?

R. An hini so badeet, a gred hac a ra profession eus an Doctrin Christen.

G. Petra eo an Doctrin Christen ?

R. Doctrin Jesus-Christ.

G. Нac en so necesser gout a praticân an Doctrin Christen ?

R. Ya, mar fell dimp beân salvet.

G. Pellec’h e tisquer an Doctrin Christen ?

R.. Er C’hatechis.

G. Petra eo ar C’hatechis ?

R. Un instruction familier en pehini e tisquomp pevar zra.

G. Leret din ar pevar zra-se ?

R. Credi, goulen, ober, ha receo.

A