Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
Catechis.


G. Perac e hanvet-u Jesus-Christ hon Autro ?

R. Abalamour men deus hon c’hroüet hac hon prenet.

G. Petra eta eo Jesus- Christ ?

R. An eil Pherson an Drindet, Map Doue incarnet ?

G. Petra signifi en em incarni ?

R. Da laret eo en em ober den.

G. Petra eta eo Myster an Incarnation ?

R. Eur Myster eo en pehini an eil pherson an Drindet a so en em c’hroet den.

G. Leret dîn c’hoas pet Person so en Drindet ?

R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Pehini an tri pherson divin-se a so en em c’hroet den ?

R. An eil pherson, Doue ar Map.

G. An Tad hac en so ive en em c’hroet den ?

R. Salocroas.

G. Ar Speret-Santel hac en so en em c’hroet den ?

R. Salocroas, Map Doue epquen, an eil pherson an Drindet a so en em c’hroet den.

G. Petra an deuss-ân groet evid en em ober den ?

R. Quemeret eur c’horf hac un ine evel on heus-nîn.

G. Pellec’h en deuss-ân quemeret ar c’horf hac an ine-se ?

R. En coff chast ar Voerc’hes Vari dre operation ar Speret-Santel.

G. Pes hano en deus Map Doue, pehini so en em c’hroet den ?

R. Jesus -Christ hon Salver, guir Doue ha guir den assambles.