Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1815.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
Catechis.


2.° An Ine hac e zeir phuissanç, imach sensibl eus an Drindet.

3.° Ober aliès acto a fe voar ar Myster bras-mân, acto a adoration hac a humilite.


III Quentel.

Voar ar Gredo.

Suit eus ar 1. Art. Croüer dan Eên ha dan Doüar.

G. LAret ared eo Doue Croüer dan Eên ha dan Doüar, ha nen deuss-ân croüet nemert an Eên hac an Doüar ?

R. Croüet en deus ive an Æle, an dud, ha quement tra so tout.

G. Piou eta en deus o croüet ?

R. An autrou Doue.

G. Petra o c’heus-u bet digant ho croüer ?

R. Eur c’horf mortel hac un ine immortel.

G. Petra signifi eur c’horf mortel, hac un ine immortel ?

R. Da laret e ar c’horf a varvo, mæs an ine ne ell quet mervel, hac a bado biquen.

G. Evid petra oc’h-u croüet gant Doue ?

R. Evid e anaveout, e garet, hac e servigi er bed-mân, ha dre ze beân evurus gantân er bed-all.

G. Penos e veomp -nîn evurus gant Doue er bed-all ?

R. О voelet Doue, ous e garet, hac o jouisân eternelamant aneân.

G. Laret ared en deus croüet Doue an Æle, petra eo an Æle ?

R. Sperejo int, croüet gant Doue evid e c’hloar hac e servich.