Pajenn:Catechis, 1815.djvu/16

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xiv
Abrege

ha ners da souten hon fe evel christenien barfæt.

G. Petra eo ar Sacramant à Binigen ?

R. Eur Sacramant a effaç ar pec’hejo comettet goude ar Vadiant.

G. Petra eo Sacramant an Auter ?

R. Eur Sacramant en pehini emân en guirione Corf, Goat, Ine, ha Divinite hon Salver Jesus-Christ, dindan ar speç a vara hac a ouin.

G. Petra eo ar Sacramant à Nouen ?

R. Eur Sacramant instituet evid ar soulageamant spirituel, ha corporel dimeus an dud clân.

G. Petra eo ar Sacramant à Urs ?

R. Eur Sacramant a ro pouvoar dan Dud à Ilis da exerci ar fonctiono sacr, hac ar c’hraç do exerci santelamant.

G. Petra eo ar Sacramant à Briedeles ?

R. Eur Sacramant a ro ar c’hraç dar priejo da vevân santelamant, ha da elevi santelamant ho bugale.


X Quentel.

Voar ar Sacramant a Binigen.

G. Petra eo ar Sacramant à Binigen ?

R. Eur Sacramant a effaç ar pec’hejo commettet goude ar Vadiant.

G. Pegouls e recever ar Sacramant à Binigen ?

R. Pa c’her da govez, mar recever an absolven.

G. Pet poent-so necesser evid beân pardonet er Sacramant à Binigen ?

R. Tri, ar Gontrition, ar Govezion, hac ar Satisfaction.

G. Petra eo ar Gontrition ?

R. Eur glac’har er galon da veân offanset