Pajenn:Catechis, 1814.djvu/95

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ne golle an amzer. D’an drede, pellaat dioc’h ar goal gompagnunezou. Da bevare, songeal alies e Doue.

G. Petra dle èn da ober da nos evit caout merit o cousquet ?

R. Da guenta, ober ar Beden dioc’h an nos, hac e ober gant tud an ty, mar be moyen. D’an eil, offri e gousquet da Zoue. D’an drede, quemeret dour biniguet, hac ober sin ar groas o vont en e vele. D’ar bevare, sonjal en un dra vat bennac, quen na zeui ar c’housquet dezân.





PEDENNOU
DIOC’H AR MINTIN,
A dle beza desquet d’ar vugale, evit beza lavaret assambles en Tieguezou.




† En hano an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel. Evellen bezet grêt.


Evit adori Doue.

M’Hoc’h ador, ma Doue, ma C’hrouer,
M’hoc’h ador, Jesus, ma Salver,
Hirio ha queit ha ma vevin,
Ho servicha humbl a fell din.