Pajenn:Catechis, 1814.djvu/21

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


R. Ya, roet en deus Doue da bep-hini ac’hanomp un Æl hanvet an Æl-mat, evit cahout sourci ac’hanomp.

G. Pe seurt sourci en deus hon Æl-mad ac’hanomp-ni ?

R. Pedi a ra evidomp, presanti a ra hon euvrou-mad da Zoue, hon difen a ra a enep an Drouc-sperejou hag hon dioual a ra en dangeriou.

G. Pehini so hon dever-ni e quever hon Æl-mad ?

R. Da guenta, bea anaoudec mat eus ar sourci en deus eus hor silvidiguez. D’an eil, e bedi gant fianç en hon ezomou. D’an drede, cahout aon da zisplijout dean dre ur pec’het bennac.




AN DEIRVET QUENTEL.
Eus an Den hag eus e Bec’het.


G. PEre eo an daou zen quenta so bet crouet gant Doue ?

R. Adam hac Eva, hanvet hon Tad hag hor Mam guenta, abalamour ma eo deut an oll dud eus aneo o daou.

G. Eus a betra en deus grêt Dous Corf an Den ?

R. Eus a zouar.

G. Eus a betra en deus grêt an Ene ?