Heaul eus ar firmamant,
Cuzit ho sclêrigen ;
Ouzoc’h e comzàn, merc’hed,
Mez a meus o lavaret
Ur vaouez mezyeres,
Mezyeres ! ô vileni !
Piou a gredte’ve hini,
Ma n’er guelet bemdez ?
Guechal-gos hon tadou,
Tud experimantet,
Dioud ar pronosticou,
O deus e lavaret :
Bez’eus tri zra, emezo,
Da zisfiout anezo,
Techet bras da voal fin ;
Heaul a zavo re vintin,
Merc’h a voezo al latin,
Grec a garo ar guin.
Bezit den a sqiant,
Huel a galite ;
O ped pep seurt talant,
Peb seurt habilite ;
Bezit goas, bezit maouez,
Mar d’ouc’h mezyeur, mezyeures,
Adieu d’oc’h hano mad ;
Ho talanchou so collet,
Ho sclêrijen eclipset,
Duet oc’h oll eclat.
Ur mad all precius,
Ar yec’het, ar vuez,
Dre ho tebauch mezus
A berisso ive.
Penaos hersel o vezvi ?
Hirio leun bete crevi,
Ar rest eus ar sizun
Hep mui esqen da veva,
Distrounquet, beac’h treïna,
Rancout glaouri o yun.
A bed goal accidant,
A bed barrad clénvent,
Continuellamant
Dre ar guïn arruet ?
Darn a so beuzet mezo,
Darn en hent cavet maro,
Sclacet gant ar riou ;
Darn all o gouzouc torret,
Darn gant all lamou brêvet,
Massacret a daolyou.
Ne de quet heb resoun
E lavar ar Scritur,
E za da anaoun
Abars poent an natur
Calz a dud unicamant
Dre o meventi gourmant ;
Allas ! pa ve a zir
Pe a ziamant calet,
Ur c’horf evelse tretet
N’ouffe qet padout hir.
Goude tout coll danvez
A zo ur c’holl dister ;
An enor, ar vuez,
Zo traou a ver-amzer ;
Ar c’holl bras, ô va Doue,
Eo ar c’holl eus an ene,
Malheur ar malheuriou ;
Chetu gouscoude certen
An effet, hac an termen
Eus ar mezventiou.
Penaos biquen-james
En em saveteï ?
Dre natur eo memes
Pec’het marvel mezvi.
Pa vec’h divlam a hent all,
Defot ebet, na tech fall,
Quen viç nemet mezvi ;
Ar vezventi he-unan
O taolo e creis an tan